re selestiel. 49 Hag evel ma tougomp skeuden an hini douarek, e tougomp ive skeuden an hini selestiel.
50 Ha, me a lavar kement ma, breudeur ; rag ar c’hik hag ar goad na hellont ket herita rouantelez Doue, ha penaoz ar vreinadurez na herito ket an divreinadurez. 51 Setu e lavaran eur mister deoc’h : Ne varvfomp ket holl, mes holl e vefomp chanchet, 52 en eun taol, en eur zerr lagad, da zoun an drompil diveza ; rag an drompil a zouno, hag ar re varo a adsavo divreinuz, ha ni a vezo chanchet. 53 Rag ret eo ma ve ar c’horf breinuz ma gwisket euz an divreinadurez, ha ma vefe ar c’horf marvuz ma gwisket euz an divarvder. 54 Neuze, pa vezo ar c’horf breinuz ma bet gwisket euz an divreinadurez, ha ma vezo ar c’horf marvuz ma bet gwisket euz ar divarvder, neuze ar gomz ma euz ar Skritur a vezo peur-c’hroet : Ar maro a zo lounket er viktoar. 55 O maro ! peleac’h ema da flem ? O bez ! peleac’h ema da viktoar ? 56 Mes, flem ar maro eo ar pec’hed ; ha galloud ar pec’hed, eo al lezen. 57 Mes ra vezo trugarekaet Doue, pehini hen deuz roet deomp ar viktoar dre hon Aotrou Jesus-Krist. 58 Rag se, ma breudeur karet-mad, bezit stard, divranselluz, founuz atao en labour an Aotrou, oc’h anaout penaoz n’eo ket vên ho labour en Aotrou.
16 EN kenver ar gest a ve groet evit ar zent, grit evel ma em euz gourc’hemenet da Ilizou ar Galasi. 2 Bep deiz kenta euz ar zizun, ra lakaio pep hini ac’hanoc’h adu, en he di, ha ra zastumo ar pez a hello hervez he dra, evit ma na c’hortozfer ket ken a vezin eru evit ober ar c’hestou. 3 Ha pa vezin en em gavet, e kasin gant lizerou ar re ho pezo amprouvet, evit kas oc’h aluzenou da Jerusalem. 4 Ha mar talve an dra ez afen va unan di, e teufont ganen. 5 A-hent-all, mond a rin d’ho kaout goude ma em bezo tremenet dre ar Masedoan ; rag tremen a rin dre ar Masedoan. 6 Ha marteze e choumin pe eun nebeut amzer ganeoc’h, memeuz e tremenin ar goanv, evit ma renfac’h ac’hanoun dre holl el leac’h ma’z in. 7 Rag na fell ket d’in ho kwelet breman en eur dremen ; mes esperout a ran choum ganeoc’h eun nebeut amzer, mar plij gant Doue. 8 Koulskoude, e choumin en Efez beteg ar Pentekost ; rag eun nor vraz a zo digor d’in eno, gant esperans a c’hounit ; mes kalz a enebourien a zo eno.
10 Mar deu Timote, bezit soan ma vezo hep aoun en ho touez, rag hen a labour en œuvr an Aotrou eveldoun va unan. 11 Ra na zisprijo den eta anezhan ; mes ambrougit anezhan en peoc’h, evit ma teuio d’am c’haout, rag gortoz a ran anezhan gant ar vreudeur. 12 En kenver Apolloz, hor breur, em euz he bedet kalz da vont d’ho kaout, gant ar vreudeur ; mes n’eo ket bet fellet dezhan a gren mont brema ; koulskoude, ez aio pa gavo an tu a gement-se.
13 Beilit, choumit stard er feiz, grit pep tra gant bevder, en em grevaet ; ra vezo groet kement a rit gant karantez.
15 Ho pedi a ran, c’hwi breudeur, pere a anavez famil Stefanaz, hag a oar penaoz eo ar c’henta frouez euz an Akai, ha penaoz eo en em roet da zervich ar zent ; 16 da veza sentuz euz eun hevelep tud ha d’ar re holl a labour ganeomp ha pere a gemer poan. 17 Mes, en em laouenaat a ran euz a eruidigez Stefanaz, Fortunatuz hag Akaik, abalamour ma ho deuz leac’hiet en hoc’h absans ; 18 rag int ho deuz siouleet va spered hag hoc’h hini. Anavezit eta ar re a zo evel se.
19 Ilizou an Azi a zalud ac’hanoc’h. Akilaz ha Prisil, gant an Iliz pehini a zo en ho zi, a zalud ac’hanoc’h mad en hon Aotrou. 20 Ar vreudeur holl a zalud ac’hanoc’h. Saludit an eil egile dre eur pok zantel.
21 Me a zalud ac’hanoc’h, me Paul euz va dorn va unan. 22 Ma ne gar unan benag an Aotrou Jesus-Krist, ra vezo anathema, Maranatha ! (an Aotrou a zeu). 23 Gras hon Aotrou Jesus-Krist ra vezo ganeoc’h ! 24 Ma c’harantez a zo ganeoc’h holl en Jesus-Krist ! Amen.