Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

ha pinvik-bras ar British Museum (laret miouzioum), eur mirdi hag a zo ennan treo koz eus an talvoudusan : mes en Pariz hag er Vatikan e weler kemend-all pe gaeroc’h.

Diwar e benn eta ne vo kavet netra aman. Ha setu dizammet ma fluen eus al labour dizakr he devoa d’ober, arôk krigi da vat gant kendalc’h ar Zakramant (meulet ra vo !)


————