Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/97

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

’N eur sonjal kement-se e tostaomp d’an hotel Tudor. Treuzi a reomp Trafalgar-Square (laret skwer), kaeran leur-gêr a zo en Londrez. Mes pegen dister e kenver leuveen ar C’honkord en Pariz ! Ha c’hoaz e ra poan da galon eur Fransez he gwelet, abalamour ma zo en he c’hreiz eur pilier moan hag uhel, warnan poltred arem an amiral Nelson. Heman eo a zistrujas, er bla 1805, listri an Napoleon koz a-dal da gêr Trafalgar hag a harzas anean dre ze da zisken en Bro-Zôz gant an arme a dalc’he prest evit se en e gamp a Voulogn. Endro d’ar jijen e zo tôlenno arem, êt d’ober ’nê ar c’hanonio bet kemeret diwar hon listri en Trafalgar : merket ê warne zoken penn da benn doare an emgann. Dindan an hini diwean e lenner ar c’homzo-man : « Eman en gortoz Bro-Zôz ma rey pep den e zever. »

Nelson a reas e hini, penegwir an trec’h a goustas d’ean e vue. Eur gentel c’hoaz evidomp. Mes, a drugare Doue, n’hon deus ket ezom anei evit gôut petra hon deus d’ober en Bro-Frans. Stank ec’h ê bet a-viskoaz, ha c’hoaz ec’h ê stank hirie, ar re eus he bugale o deus skuilhet pe a zo prest da skuilh o gwad evit he serviji.

Eus al leuveen-man d’hon hosteliri n’eus ket eur c’hart leo, ha ’benn kreiste hanter ec’h omp ouz tôl.

Da div heur e savomp adarre en hon gweturio, evit gwelet eul loden-all eus kêr. Fe, an treo a welomp ’vit an inderv na dalv ket ar boan, koulz laret, komz anê. Ne laran ket n’ê ket kaer Hyde-Park (laret haid), eun dachen douar bras spontus, hanter brad ha hanter liorz. Kaer eo ive ar monumant savet breman ’zo ugent vla en enor d’ar prins Albert gant e intanvez ar rouanez Victoria ;