Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

rummad protestanted. Eno e vo eurejet disadorn an ôtro Churchill, unan eus ministred ar roue, hag eno, en enor d’ean, e klevfomp o tintan, epad an abarde, eur bern kleier skanv hag a ra eun drouz hanval ouz hini eun ogro.


§ XXXVIII. — ELEC’H MA REDAS GWAD EUR ROUE. — EUR PILIER AREM ET D’E OBER KANONIO FRANS. — HYDE-PARK. — BRITISH MUSEUM.


Ha breman, pelec’h mont, nemet d’hon hôtel evit mernian ? Bean ’c’h ê kreiste, mar n’ê ket ouspenn. ’N eur vont di, e hedomp ru White-Hall (lennet ouaït-hôl) unan eus ar re gaeran a zo en Londrez. War an dorn deo, ar palez a ro d’ei an hano-ze : eno e oe dibennet ar roue Charlez Ian er bla 1640, evel m’eo bet dibennet Louiz XVI en Pariz er bla 1793. Eur vez evit an diou gêr, penegwir ne oa netra da damall d’an daou brins nemet e oant re vat.

War an dorn kle, ti mestr bras an arme. Ne gomzjen ket anean, ma n’am mije ket gwelet daou zoudard o tiwall toull an nor, n’ê ket war droad evel ma rêr en Frans, mes war varc’h, ha pep-hini anê dindan eul lochig savet a ratoz evit hen disc’hlavian. Gwir ê o deus eur gwiskamant eus ar bravan, eur gwiskamant hanval ouz an hini a douge gwejall en hon bro ar zoudarded war varc’h. En Bro-Zôz e talc’her stard d’ar gizio koz, pa n’int ket eur sparl evit an arokaat. Ha mat a reont. Mar karjemp ni ive en Breiz ober kemend-all, ne vije nemet gwell stad hon bro : muioc’h a garante hon dije eviti, dre ma vije kaeroc’h evit ar broio-all, ha muioc’h c’hoaz a dud diavêz a deuje d’he gwelet ha da diskargan arc’hant en godello hon c’henvroiz.