Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

Ne laran ket evit-se en em glevfe gwelloc’h an daou rum kannaded en Parlamant Londrez evit ne reont en hini Pariz.

Ne reont ket, ha gwell a ze, en eun doare. Pa digoue da bôtred ar C’homuno botan eul lezen bennak hag a zeblant eun nebeudig diboell, al Lorded a zispenn o labour, pe gentoc’h e lezont anean en perch hep rei d’ean o mouez. En Frans siouaz ! e tigoue gant diou Gambr ar Gannaded evel gant daou gar hag a gerzfe dalc’hmat an eil en roudenno egile ; êt an hini kentan en eur grenegel, an eil na c’houito ket da vont war e lerc’h. Nag a lezen a zo bet botet a neve-zo gant hon deputeed enep da vad hon bro (enep d’o hini, ne laran ket !) hag a dleje hon senedourien bean harzet ’nê da dremen ! En gwirione, re eo en em glev an daou rum eus hon Farlamant, penegwir ne ve alies nag an eil nag egile a-du gant ar vad.

En Bro-Zôz n’ê ket kont evel-se. Al lezen vat a zo bet grêt breman ’zo pemp pe c’hwec’h vla evit ar skolio, a glask breman kannaded ar C’homuno he dispenn ; mes eur skoilh a gavont war o hent, bolante al Lorded, ha setu ’nê sac’het.


§ XXXVII. — ILIZ ABATI WESMINSTER


E-kichen Ti ar Parlamant e weler eur pez lojeiz hag a zo c’hoaz kaeroc’h evitan : iliz abati Westminster. Dornet mat e oa, a dra zur, ar re he savas hag eun ijin eus an dibab a oa en o fenn, pan o deus gellet ober eun dra ken kaer. Ne gav ket d’in e vefe neblec’h mein kizellet ken fin hag ar re a weler aman en diou pe daer chapel. An hini gaeran, evidon-me bepret, eo hini Herri VII. Birviken n’ankouain begelio ar volz, a zisken eus pep-hini anê, e-giz eur c’hropad, eur bern bleunio ha skeu-