Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

aon d’ean. Ha setu ar merc’hed, a neve so, krog d’ober evel ar bôtred. Diwean meeting a zo bet, e oa hini ar voterezed, merc’hed o deus laket en o fenn kaout ôtre da votan evel ar bôtred. E kerz hanv 1908 ec’h eas enne ar sort frouden hag aboe emaint o c’hortoz ma vo laret ya d’eze. Mar o deus pasianted, ec’h ê mat se evite. Demp ni war rôk bepret.


§ XXXVI. — TI AR PARLAMANT


’N eur vont penn-da-benn, gant kê Victoria, ec’h arujomp ouz an daou bez lojeiz kaeran a zo en Londrez : ti ar Parlamant hag iliz abati Westminster. Ne weljomp ket an diabarz anê ar merc’her d’ar beure dre ma vanke d’imp amzer evit-se ; koulz meren a oa digoueet evidomp.

Koulskoude, evit distagan da vat diouz ’pez na zell ket ouz gouelio ar Zakramant, e fell d’in lâret breman, ’n eun daou pe dri c’hir, petra a dalv an ti hag an iliz se.

Ti ar Parlamant a zo eur palez bras iskis (6 devez arat douar dindanan), grêt gant mein kizellet eus ar finan : mes hast am eus da laret ec’h ê kalz gwakoc’h ar mein-ze evit mein-menerez Gwenezan pe re Enez Veur, ha dre-ze êzetoc’h da labourat. Padout ’vat refont ket pell : n’eus ket en tu-hont da dri-ugent vla aboe m’eo savet ar palez, ha setu ec’h ê krog dija ar mein a zo en diavêz d’en em dibri ha da gouean en poultr.

En diabarz a vat e chom pep tra en e blomm ha pep tra a zo kaer dispar, koulz pez en em gav en kambr al Lorded (hini an noblans) ha pez en em gav en kambr ar C’homuno (hini ar vourc’hizien). Mont a rêr eus an eil d’eben hep mont e mêz, elec’h en Pariz e zo eur pennad mat a hent etre kambr ar Senedourien ha hini an Deputeed.