Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

ha disket kaer, èc’h ê dizisk ar bobl. Me a oar jeografi Bro-Zôz gwelloc’h evit kalz a Zôzon. Ha dispar int ive evit al labour, n’eus fors pehini. ’Vit lac’han o amzer, koulz laret, e seblantont labourat. Ar vekanisianed a labour gant o dilhad kaer, betek gant o « faux-col », hag o manchettezo. hep dilezel o forpan. Hag ordinal war o nanv, « à la papa ».

Ar merc’hed ive a zo gwall verc’hed. Emaint oc’h esa kaout gwir da votan ha bean mestr war ar bôtred ; fe, dont a refont a benn eus o zôl. ’N em vêvi a reont gwasoc’h evit ar bôtred ha hopal a reont ive er ruio dirak heur bern tud.

Pa oan en Pariz e sonje d’in ne oa nemet eno e vije gwelet tud o c’henoegal er ruio : met aman e zo kement-all a c’henoeien.

Bean ’zo aman ive sonio-red evel en Pariz : pa ver krog gant eur zon neve, e ve kanet hep paouez… ken e teu unan-all. Ar re a ganer breman a zo ken diot an eil hag eben.

Bean ’zo ive lavario-red ha na lavaront netra, memes tra evel ma klever dre Bariz « t’en as un œil ! », pe reo-all.

Ha me eta a grede e oa pobl Pariz an hini sotan eus ar bed. En em dromplan a rên : dre-oll ec’h ê ar bobl ar memes hini. Met, c’hoaz eur wej, arabat ê barn an oll Zôzon diwar welet Londreziz.

Setu aze vit ar wej-man. Eur wej-all e vo muioc’h a dreo. M’oarvat ne gomprenfet ket penn da benn ar pez a skrivan d’ac’h. Ar pez na gomprenfet ket, goulennet-an digant an otro Eugène Le Clerc, pe diganin. Ma pe ezom ali diwarbenn ar c’hymraeg, lavaret d’in. Grêt ma gwellan gourc’hemenno, mar plij, da re ar « C’hours de breton » pa o gwelfet.

Da c’hortoz ho kwelet ive d’am zro, e choman d’ac’h a wir galon. Breiz da virviken !

Gros.

Setu ma adress neve :

Marcel Gros, c/o Mr. Francis,
28, Lorrinore Square,
Southwark. London S.-E.