Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/68

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

gentan klas. — « Hon bilhejo, eme ar briolez, a zo evit an driet. » Met an otro a ra d’ei skouarn vouzar. Ret mat d’ei ha d’he zud pignal en kombodo ar c’hlas kentan.

Arru ver en Londrez. Hag adarre hon merc’hed da vont da gât an otro galonsed, c’hoant gante da c’houzout penôs en em dennan eur wej êt e-mêz ar gar. Ha setu eur bern doareo disket d’ê. Koulskoude ec’h int c’hoaz nec’het en o c’honsians hag e c’houlont hag-en n’o deus ket da bêan eun dra bennak ouspenn, o vean m’o deus beajet en kentan klas. « Beet dinec’h, eme an otro ’n eur vouzc’hoarzin : roue Bro-Zôz hen goul diganac’h ». Hag int batet, moarvad. !

Eun den mat hag eün ec’h ê eta ar roue Edouard VII : n’ê ket hen, a dra-zur, a glasko ober ’r c’hontrel ouz ar vodaden eman an otro Bourne en zell d’ober.

« Hag an urz vat, emeoc’h, piou a roo dorn d’an arc’heskob evit hen delc’hen ? » — Ar polis emichans. Pez a ra evit lezel frankiz gant bagado tud a bep sort a weler alies o tiredek dre gêr evit diskoe o bolante start da gaout eur mennad bennak, daoust ha nac’h a rafe hen ober evit ar gatoliked ? Ray ket, ray ket, dreist-oll p’an deus evit rener lord Ripon, eur c’hatolik.

Laret eta ne dalv man an abego a zo bet laket dirak daoulagad arc’heskob Westminster evit hen harz da vont war rôk. Spontailho brini ha netra ken ! Bepret ê nan eo ket bet spontet gante. Ouspenn ma wele e spered a den e c’hallje dont a-benn d’o diskar, e sante e ine a arc’heskob sklerijennet ha nerzet gant ar Spered Santel. « Doue arôk, ha ni warlerc’h ! »

Setu perak, adalek ar bla 1906, e welomp anean