Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

Gwir ê n’ê ket gwall-stank ar Gatoliked roman en Bro-Zôz. Mes en he c’hreskans eman o iliz ha dre-ze he deus c’hoant bevan. Ne fell ket ankouât ne oant enni, breman ’zo tri-ugent vla, nemet 200.000. Goude bean bet troc’het en Bro-Zôz, ar ween a rêr anei an Iliz katolik a zo bet tri c’hant vla hep gallout hadvoutan da vat. C’hoant d’he diswrienni a oa en kalon ar Brotestanted, ha dre ma tifluke eur barrig bennak, e klasked hen troc’han. Mes ar gwrio, dre ma oant bet glebiet gant gwad merzerien, a chome bepret sabr enne, ha sabr eus an hini yac’han. Setu perak, adalek ma ver paouezet d’ober d’ei eur brezel ken didrue, he deus boutet a neve ha savet en eun tôl. A ze da de e teu laboused disanav eviti, dilezet gante piko spern ar fals-kreden, d’en em waskedi dindan he delio ha da c’houlen diganti evit o alan êr kennerzus ar Wirione.

Ya, zur, kennerzet ha frealzet eo gant an Iliz katolik kement ine ac’h a daveti evit bean sklerijennet. Ne gav ket d’in em mefe gwelet neblec’h katoliked hag a vefe muioc’h reizet o bue gant o c’hreden, evit n’am eus gwelet en tu-all d’ar mor Manch. Ha neuze, unanet int ha ’n em delc’hen a reont tost an eil d’egile, ereet m’int gant bep sort kevredigezio a laka anê da vean dek gwej krenvoc’h. ’Vit achui da diskoe o nerz e larin o deus, evit kerzet en o rok, tud eus an dibab, tud a renk uhel evel an duk a Norfolk, al lord a dalc’h ar renk kentan goude ar roue hag ar brinsed, hag evel lord Ripon, eman war e gont polis ar rouantelez ; tud a bouez evel protestanted deut, dre hir-studian, da c’houlen bean digemeret er gwir Iliz. Ne gomzan ket eus ar veleien hag an eskibien, a zo enne eur fe virvidik, eur spered dihun hag eur volante dêr ; prest e vent dalc’hmat da gerzet d’an emgann.