Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

al liderez » : fellout a ra d’ar ritualisted heuilh oll lido an Iliz roman evit ober ar zakramancho, betek an doare da govesaat.

Neb ac’h a en o ilizo a gav anê, en diabarz, hanval-mik ouz re ar Gatoliked roman.

Pa ris ma zro en Kymri, ec’h is eun abarde bennak gant an otro Gwegan ha gant hon ambrouger, eur beleg yaouank eus Cardiff, d’ober eur bale betek Barry, eur porz-mor eus ar re ar muian pleustret eus ar vro. Ma daou c’henvreur a oa o tiviz en sôzneg ha me, e keit se, a zelle ouz al listri du a oa, digor gante o geno, o lonkan glaou douar, herran ma c’hallent. « Dre aman », eme hon ambrouger. Ha ni o vont d’e heuilh en eun ti hag a dle tud iliz bean o chom ennan : eur c’hrusifi bras a weled ’us d’an nor, mes en diabarz, a-dreuz d’eur weren.

A-boan eo d’imp bean bet sonet ma teuas da digeri dirakomp eur manac’h yaouank, en e zorn eur brevial hanter zerret : « Eur c’habusin » emedon d’in ma-unan « koueet mat omp : evel er gêr, kouls laret. » Ha me, stad ennon, da heuilh ma zud dre an ti. Diou zal a dremenomp, tri pe bevar martolod enne, darn astennet war o gwele, darn azeet hag o vutunat ; neve debret eo gante o meren. Pez am eus me d’ober eo bepret sellet : d’ober petra silaou ar pez a lavar ar manac’h d’am c’henvreur ? Poan gollet e vefe. Memes tra e kav d’in gouzout breman pelec’h ec’h on : eun ti repu savet emichans evit digemer ar voraerien glanv pe dic’hrêt, ha dalc’het gant leaned katolik.

D’ar chapel breman : dour biniget digant hon c’habusin ’n eur vont ebarz, hag eur c’hlin d’an douar evit azeuli an Otro Doue a zo du-hont ebarz an tabernakl, eur c’houlaouen o tevi dirakan.