Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

Peadra, kwita ? da bennfolli eskibien an iliz anglikan. En em zastum a reont hag e kondaonont er bla 1843 menoziou an doktor Pusey

Kement hag ober, e torront anean eus e garg a berson.


§ XXII. — NEWMAN A GWITA AN ILIZ ANGLIKAN HAG AC’H A DA ROM. — PUSEY A CHOM HANTER-HENT GANT E ILIZ RITUALIST


Mes setu aman eur respont ha na oant ket en gortoz anean.

Raktal Newman ha meur a hini all eus konsorted Pusey a ro o hano d’an Iliz Roman, evit bean he bugale da vat. Danve laouenidigez ha dudi ’vit Katoliked Bro Zôz ha ’vit re ar bed oll, rak ar wej-man ec’h ê boulc’het ha boulc’het mat iliz Bro-Zôz gant ar gwir fe hag an doujans d’ar gwir Bab.

Danve a c’hlac’har, avat, hag a ganv evit an Anglikaned ! Eur gwall-goll a reont hag aon bras o deus ne vefe ket an hini divezan.

Memes tra e chomas a du gante, da vihanan a ziavêz, meur a buzead. Pusey hen e-unan, hep kondaoni Newman, n’eas ket e-mêz eus an iliz azeet. Pez a reas ec’h ê labourat evit ma teuje e genvreudeur protestant da hanvalaat mui-ouz-mui o c’hredenno ha dreist-oll o lido ouz re an Iliz Roman : ar re-man, war e veno, kredenno ha lido, a zo koz koz hag a dle bean re ar gwir Iliz, an Iliz abostolek. Ha setu an Iliz anglikan o c’henel, wardro ar bla 1850, eun ilizig neve, a zo a dra-zur, merc’h da Busey. He hano, ha pa ne ve nemetan, hen diskoue a-walc’h : ober a rêr anei an iliz pe ar sekten ritualist, evel pa larfe an nen « rumm