Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

kouret ganti ar Gatoliked. Ar wej-man ec’h int digabestret : breman ec’h int ingal d’ar Zôzon evit pez a zell ar c’hargo hag an enorio, nemet e tri zra : eur C’hatolik n’hell ket bean roue, na lutanant Iverzon, na sieller Bro-Zôz.

Gwir ê e chom c’hoaz Iverzoniz eun tamm war-lerc’h, dre m’o deus muioc’h a hent d’ober : mes a nebeudigo e tostafont d’ar gatoliked-all. Adalek ar bla 1838 n’o deus ken da bêan an deog da veleien an iliz anglikan. Koulskoude homan a dalc’h c’hoaz da ren en Iverzon evel iliz vroadus, memes tra evel e Bro-Zôz, hag-en ec’h ê katolik an tri c’hart eus lverzoniz ; dre-ze ec’h ê d’ei, evel e lec’h-all, da douch pez a leuve o deus an ilizo. An dra-ze c’hoaz a zo eneb ar gwir : mes diskaret ê d’e dro, ar bla 1869, gant lezen an disparti ; lemel a rêr digant ar veleien anglikan enn tamm eus o leuve evit hen rei d’ar veleien gatolik. Adalek breman e c’heller laret o deus tapet Katoliked an « enezen c’hoar » re an enezen vras, evit pez a zell al liberte da heuilh ar relijion.

Ne laran ket n’o deus ken da glemm diwarbenn treo-all : oh ! gê, bean o deus : re diês, dreist-oll, ec’h ê d’ar vererien dont da vean perc’hen. Mes ne zere ket ouzimp komz a ze aman.


§ XX. — AR FE GATOLIK EN BRO-ZOZ DLEOUREZ DA DISPAC’H BRO-C’HALL


Distroomp kentoc’h d’ar blavez 1829, blavez al lezen a frankiz (emancipation akt). Al lezen-ze a reas, er voger denv a oa bet savet gant Heri VIII hag Elizabet etre Bro Zôz hag an Iliz gatolik, eur pikol toull. Gwelet hon deus o tremen drezan meur a lezen hag a zo mat evit Katoliked Iverzon.