Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

« Ne laret ket eur gir, roet peuc’h ! Anez ze… »

Ne oa ket marteze ken kalet stad ar Gatoliked en Bro-Zôz, en Bro-Gymri hag en Bro-Skos : mes tost e oa: Hag e talc’has dorn gourdrouzus rouane Breiz-Veur da lakat ’nê oll da c’houzanv ha da grenan epad kant hanter vla.


§ XIX. — IVERZONIZ A ZAV O C’HEIN HAG EN EM DIGOLL. — O’CONNEL


Ar blavezio divezan eus an 18et kantved, ’velkent, pa zantjont int-o-unan o zron o krenan dindane (hini Louis XVI en Frans a vralle), e fellas d’ê hen stardan ha laket a-du gante o oll sujidi, ar gatoliked evel ar re-all. Hag int, pe, mar dê gwell ganac’h, o farlamant, o rei d’ar gatoliked, ar bla 1791 hag ar blaio warlerc’h, eun tamm frankiz : ôtre da heuilh o relijion, da zigeri skolio, da vean avokad ha d’en em lakat er c’hargo izel. Daou vla goude e c’hell katoliked lverzon mont da votan. N’heller ket c’hoaz koulskoude botan warne.

Mes ze a deuio hep dale. En despet d’al lezenno, e vot Iverzoniz ar bla 1828 war eun Iverzoniad, eun avokad helavar ha zod, ken ec’h ê, gant liberteo e vro ; O’Connell eo e hano. N’hell ket mont d’azean e-touez an deputeed-all e kambr ar C’homuno, dre ma n’houll ket ober eul le enep d’e gonsians a gatolik. Mes kement a ra o prezeg er pikol bodadenno a zastum er pevar c’horn eus ar rouantelez, ma lak spered ar bobl da zevel enep d’ar gouarnamant. Setu êt en heman eur c’houad aon : ret d’ean plegan. Ober a ra botan an Emancipation akt (lennet emansipecheun), adalek ar bla warlerc’h (1829).

Teulet ple d’al lezen,ze, lenner ker : n’eus ket bet botet en Bro-Zôz unan hag a vije bet ken re-