Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —



§ XVIII. — IVERZONIZ, DAOUST D’EUR WASKEREZ EUZUS, A CHOM STARD EN O C’HREDENNO KATOLIK


Hag Iverzoniz ? Ar wej-man, ’velkent, ec’h eomp da gât katoliked a fe didrec’h. Pell a oa, rôk amzer ar Refurm, o devoa kemeret ar Zôzon o c’hrenv war Iverzon. Koulskoude, ac’han d’ar bla 1538, ne blegas ket he farlamant d’anzav, evit he roue, hini Bro-Zôz. Ar bla-se e kemeras Heri VIII (dalc’hmat hen kavomp war hon hent o voustran ar gwirio ar muian zakr) an hano a roue Iverzon hag adalek neuze, emichans, e klaskas distagan Iverzoniz diouz ar gwir Iliz : prizon, laeronsi, muntrerez, ne souzas rak viltans ebet evit dont a-benn eus e dôl. Mes aman e kav muioc’h a skoilh evit n’an eus kavet e lec’h-all. Dre zouster ive e c’hoari gant ar penntiernio : poan gollet, da vihanan evit ar peurvuian anê, Gwell ê gante, pa c’houler digante eun dra hag a zo eneb o c’honsianz, terri evit plegan.

Ha setu ar Rouanez Elizabet o teurel warne eun arme gant tri jeneral : torret ê d’ê o divrec’h, emichans. Mes o ine (1640) a zo didrec’h ha setu ’nê, daou-ugent vla goude, o sevel adarre o fenno, dre ma laerer digante o douaro evit pinvikât ar brotestanted sôz, ha ma harzer ’nê da heuilh o relijion. Eiz mil anê a goue war an dachen du-man ha du-hont ’n eur stourm ouz ar brotestanted. Mes gwerzet o deus ker o bue : lazet o deus bet kement all eus o enebourien.

Dek vla goude, eun arme a 45.000 den, komandet gant Kromwell, an hini an neus grêt lac’han ar roue Charlez Ian ha savet ar republik, ac’h arru en Iverzon. Tan ha gwad ar wej-man dre-oll. Biskoaz ken bras krizder ha hini ar Zôzon na oa bet gwelet. N’ê ket hepken ouz soudarded Iverzon ec’h