Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

em doman ouz ar relijion neve. An darn vuian anê n’houlent ket flastran o c’hredenno dindan o zreid. An eskibien zoken, ar peurvuian, a felle d’ê souzan kentoc’h evit bean hugunod.

Setu perak, pa deu ar roueïg Edouard da vervel, e c’houler evit rouanez eur brinsez katolik, Mari Tudor, eur verc’h an nevoa bet Heri VIII eus e wreg kentan. Mari a glask dispenn pez a oe bet grêt gant he zad hag he hanter-vreur. Mes displijout a rey d’he zujidi ’n eur dimei da Fulup II, roue ar Spagn. Ha setu dispac’herien en em glevet evit he diskar mar galljent. Mes tapet int en o laso. Ha hi neuze, war digare o c’hastian, oc’h ober lakat d’ar maro meur a brotestant. Ze a dalveas d’ei bean lezhanvet Mari Wadek gant ar brotestanted, gant ar memes re a roo d’ar rouanez a deu war he lerc’h al lezhano a Veur hag a Werc’h. Koulskoude Elisabet Werc’h na vevas ket evel eur Werc’hez, a-bell ac’hane, hag Elizabet Veur a lakas gwad zôz da ruilhal kement ha Mari Tudor, ha hep kaout evel ti eun abeg politik. Mes gwad katolik e oa, ha setu hi, dre-ze, didamall evit kalz ; kaeroc’h so : eur rouanez eus an dibab.


§ XVI. — GWASOC’H GWAZ DINDAN ELIZABET — AN ILIZ ANGLIKAN. — AN DIASANTERIEN.


Elizabet a oa merc’h, hi ive, da Heri VIII, bet ma ’nevoa ’nei eus e eil wreg[1]. Kentan tra a ra eo kemer an hano a renerez an Iliz anglikan (1559}. Ha gwaz d’an neb na zento ket outi. An oll eskibien, nemet unan, a lavar nan. A-goste

dioustu hag o c’harg d’eun all !

  1. C’hwec’h gwej e timeas : diou eus e wrage a gasas kwit, ha diou-all a reas dibennan. Eur c’haer a bab hag a baeron evit Iliz Bro-Zôz.