Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —



§ XV.— AN ILIZ KATOLIK GWASKET GANT HERI VIII. — EUN TAMM EHAN DINDAN MARI TUDOR


Mes, siouaz ! tost da bevar c’hant vlâ goude, er blâ 1533, e sav en Bro-Zôz eur gorventen hag a fell d’ei skuban dre-oll ar fe gatolik. Dont a ra diwar an Almani hag ar Suis, eler’h m’he deus dija dallet kalz a gristenien gant fals-kredenno Luther ha Calvin ha distaget ’nê diouz an Iliz Roman.

Ar brotestantiez eo an avel foll-ze. Eun hirizi e oa, dre ma chanje ar c’hredenno a oa bet beteken hag a viskoaz re an Iliz Roman, gwir Iliz Jezus-Krist, ha war eun dro e oa eur skism, dre ma leme digant an Iliz-ze he bugale, evit o lakat da zenti ouz tud-all.

Koulskoude ar gelennadurez protestant na lare ket kalz tra d’ar Zôzon na d’o roue Heri VIII. Heman a enebas zoken outi da gentan. Mes mar doa eün a spered, e galon a goueas klanv, klanv da vean brein. Skwiz o vevan gant e wreg ha c’hoant d’ean da gaout eun all, e c’houlennas digant an Tad-santel ar Pab, ma torrje e zimei kentan. Heman na blegas ket. « Mâ ! eme Heri : êt ar Pab da vale gant e lezenno. N’am eus ezom ebet anean evit laret d’in petra am eus d’ober. Diwar vreman e fell d’in ober pez o deus grêt prinsed an Almani ; en em zistagan a ran dioutan ha war dro ganin e tistagan ma fopl.

Ar blâ 1533 ec’h ê torret e zimei gant arc’heskob Kantorbery, eun arc’heskob dinerz, ma zo bet, hag ar roue a zime d’an hini an nevoa c’hoant d’ezi. Evel p’an nije bet eur skourje, e lak an darvuian eus penno bras e rouantelez, barnerien, eskibien ha noblans, da blegan d’e frouden ha da rei penn