Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

(Kolomba), e oa badeet Etelbert, roue Kent, gant sant Ogustin, eur manac’h kaset da Vro-Zôz, a-beurz ar pab sant Gregor-Veur. Kantorbery e oa kêr-benn e rouantelez, hag eno prest goude e save ar misioner, neve zakret eskob, kentan eskopti a zo bet en Bro-Zôz.

Divezatoc’h e saver re all, dreist-oll hini York, a zo c’hoaz hirie, evit an enor, war ar memes renk ha hini Kantorbery.

Digoueout a reas d’ar visionerien roman mont betek Bro-Gymri, elec’h ma kavjont an eskibien Kymro. Mes ar re-man, pedet da vont da labourat evit ar fe etouez ar Zôzon, a reas da gentan skouarn vouzar, Bean oa c’hoaz eun abeg all hag a harze an intent vat da ren dioustu etrede : eun nebeudig a gemm etre an doare ma lide ar Gelted an ofiso ha hini ar Romaned. Beleien Kymri, dre ma oant pell diouz Rom ha dre ne bleustrent, koulz laret, bro gristen-all ebet, o doa miret al lido koz koz. ’Benn neuze ’vit-se, e oa bet chanjet meur a dra en lido an Iliz : n’ê ket treo a-bouez, gwir ê. Mes o vean ma fellas d’ar Romaned goulen digant ar Gelted ma kemerjent o lido-i penn-da-benn, ec’h eas droug er re-man war an tôl.

Ze, velkent, a dremenas d’ê. O c’harante evit Doue o lakas a dammigo da dilezel ar gasoni o doa ouz ar Zôzon ha d’en em domman ouz misionerien sant Ogustin.

Adaleg a blâ 633 o c’havomp o poanial evit gonit ar Zôzon da lezen an Aviel, ha dont a reont a benn zoken eus rummo paganed ha n’o devoa ket pleget d’ar visionerien roman. ’Benn ar blâ 685 e tigemer roue Sussex, an divezan eus ar seiz roue, sakramant ar vadeiant. Lakomp, mar keret, ec’h ê kristenet Bro-Zôz a-bez ’benn ar blâ 700.