Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —

tolik en o bro, war digare ne ra, eminti, nemet tenvalaat ha gwaskan ar sperejo, ha, dre-ze, nemet krennan al liberte da zonjal ar pez a gerer.

C’hwel ’nê aze, pôtred o spered kamm ! Ar gir « liberte » a deu gante leiz o geno. Mes laret hag ober n’eo ket memes tra. Gant al liberte a roont d’ac’h, e c’hellfet ober dizrouk ar pez a reont int o-unan, da laret eo bean digristen ha stourm ouz ar relijion gristen. War digare digabestenni ho spered, e lakfont d’ean eur gabesten dir. Ne gomzet d’in eus eul liberte war an tu yen.

N’eo ket honnez a ro d’o c'henvroïz renerien Bro-Zôz. Re a boell an neus ar ministr kentan, an O. Asquith, dreist-oll aboe ma ’neus bet gwelet ar gatoliked o kas ken kaer da benn o c’hendalc’h Eukaristek, evit nac’h oute ar mennado a reont evit bean laket disi dirak al lezen evel ar Zôzon all. Hen e-unan eo a bedas Kambr ar C’homuno da chanj « diskleriadur » ar zakridigez.

C’hoaz eur wej, « bevan ha lezel bevan » : evelse ec’h intent an O. Asquith al liberte, hag an oll dud a sans vat a vo a du gantan.


————