Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

hola ! ne vo ket kont evelse. Me am eus pêet an arôk ha pêet mat da Gouraterez Lubin evit bean lojet aman betek arc’hoaz d’an noz, ha ne vin ket dianeet evelse. Bean hon deus eun den hag a zoursi diouzimp en hano hon C’houratetez, ha hennez am difenno. » Ha me o yont da gât hon ambrouger ha da gontan d’ean ma doare. Kenkent ec’h a da barlanti gant ar reseverez ha dioustu e larer d’in e vin hadlaket en am c’hambr. « Epad koan, eme ma avokad, pa vo distro ar vevelien (bet e oant int ive o welet ar prozision), e vo lemet eus ho kambr ar sternaj a zo enni, hag e vo hadsavet enni ho treo c’hwi. Bezet dinec’h a-grenn. » Ha me o laret d’ean ’n eur c’hoarzin : « all right ! all right ! » (lennet ol raït). Ar girio ze a deu alies alies gant ar Zôzon pa o deve da laret : « mat ! mat ! »

Tremenet d’in ma c’halonad, ec’h an ouz tôl hag e koanian seder ’n eur gontan d’am amezeien an dro vil a zo bet c’hoariet d’in. Mes fin eo d’am anoaz, a drugare Doue.

Grêt ganimp ar gôzeaden a reomp bemnoz goude hon fred, ec’h an d’am c’hambr hag e kavan enni pep tra en e blas : dizamm ê ma spered da vat. Gwell a ze ’vit ma faour kêz izili : diskwizan a c’hellont ober o gwalc’h epad an noz, hag an de warlerc’h ec’h on abret kaer war droad, akwit ha gren (alerte).


§ VIII. — EUN DRO D’AN DISKOEADEG GALLO-ZÔZ


Al Lun ar 14et a Wengolo.


Goude bean bet oc’h ofernian er gatedral evel an deio-all, e leinomp ha, da nav heur hanter, e kemeromp an tube evit mont d’an Espozision.