Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/197

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

nemet evit mont da heuilh ar C’hendalc’h Eukaristik hag am eus laret penn da benn, eus ma gwellan, penôs ec’h ê bet kont gantan. Mes ma lenner, goude bean am heuilhet hen e-unan, na c’houlo ket, ’onn vat, chom en Londrez : bean am eus c’hoaz da gas anean war e giz da Vreiz-Vihan.

Bezet dinec’h : kement a hast am eus hag hen da zistrei d’ar gêr. Mes, pac’h omp bugale d’ar Frans, e fell d’imp, kent kwitât Londrez, mont d’ober eun dro betek an Espozision Gallo-Zôz, a zo digor aboe miz Even hag a chomo digor betek fin miz Here.

Skwiz-kaer, divi e oamp, ma c’henveajourien ha me, pa zistrojomp d’hon hotel ar zul d’abarde, an 13et a Wengolo, goude prozision an dud Iliz ha salud ar Zakramant. ’N eur arruout, e kemeris ar zaverez ha d’am c’hambr. « Hola Herri ! » emeon, goude bean digoret an nor. Eun tok fons hir war ma gwele, eur liviten hir e-pign ouz eur c’hrog ! Eur pikol valizen war ar leuren ! Ha ma zreo-me, pelac’h emaint ? Netra en gwel eus ar pez am moa lezet ar beure war an dôl hag e lec’h all. ’N eur digeri ar pres, e kavan memes tra eur roched, mouchouero ha lêro bet impliet ganin. Mes ma valizen, ma fapero, ma mantel, pelec’h emaint ? Ha me d’an traou dioustu evit goulen perak ec’h on bet dianeet (délogé), ha pelec’h eman ma zammigo treo. « Fe, otro, eme itron ar c’honcho, dre m’ho poa lezet ho tor dizalc’houe goude kreiste ha laket an alc’houe war ho kwele, e sonje ganimp e oac’h en sell da bartian hirie hag ec’h ê bet roet ho kambr d’eun all : kement a veajourien a goue warnomp an deio man ! — Ha, war bouez-se, e vo ret d’in mont da glask lojeiz elec’h all vit noz ? Ha pelec’h, pan eo leun kouch an hotelio dre-oll ? Hola !