Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

en e gazeten, The Guardian, dindan daten ar 16et a Wengolo : « Esperi a c’hellomp, goude an tôl reuz a zo neve bet, e vo lemet eus al lezenno an artiklo a lak ar gatoliked da vean evel broïz krennet ha siet : en gwirione n’heller ken o difenn, dreist-oll dindan eur roue hag an neus, evel Edouard VII, muioc’h a zujidi katolik evit meur a renerien Stajo hag a zo unanet gant ar Gador roman ». Pac’h omp gant ar Guardian, lakomp aman da heuilh ar pennad skrid-se hon deus distaget dioutan, eur linennad all a lenner en e gichen : komz a rêr enni eus ar promese a ra dirak Doue ar roue neve da stourm enep da greden an treusubstansiadur : « Eun dra yen-sklas ha kri spontus, eme ar skrivagner anglikan : santout a ra ar gwad ». Dre-ze e larfomp wardro gantan : « Eun dra c’hoaz da chanj ! »

Chanjet e vo ar pez a ro da glemm ahendall, ha chanjet hep dale : opinion ar bobl, koulz hag opinion ar c’hloer, hen goul. Gallout a ra eta hon breudeur a Vro Zôz bean leun a fians.

Evit kaout o mennad e labourfont start evel mac’h ouzont ober, hag e pedfont hep skwizan, harpet war o fe grenv, eur fe a zo bet c’hoaz krenvaet gant ar C’hendalc’h Eukaristik. Ni, eus hon zu, a bedo evite, hag a dra zur, o devo an trec’h. Goulen a refomp ive digant Doue ma teuio o breudeur dianket da zistrei davet ar gwir Iliz.

Ha breman, vit rei muioc’h a dalvoudegez d’hon fedenno, ra vo meulet ganimp hag adoret hon Zalver Jezus er Zakramant adorabl eus an Oter !


§ VII. — EUR GALONAD ’N EUR DISTREI D’AM HOTEL GOUDE AR PROZISION : NE BAD KET PELL


Aman e c’hellfen, eus ar ret, klozan an danevel (récit) eus ma beaj Londrez, penegwir n’am meus-hi grêt