ar Zôzon all, da gemer an diou garg uhel a Lord-sieller Bro-Zôz hag a Lord-ludanant Iverzon ; 3° ma vo chanjet an doare ma tou ar roue de e zakridigez.
Evel ma weler, ne gomz ket an Otro Redmond, en e steuen vill, eus an ôtre da brozisioni : kavout a ra emichans, ec’h ê goneet da vat, aboe ma zo bet grêt kement anei gant ar Ministr an nevoa kredet he nac’h ouz ôzerien ar C’hendalc’h Eukaristik. Ha neuze, ar Ministr hen e-unan na oa ket, evel m’hon deus gwelet, evit disklêrian ec’h eo kondaonet ar sort ôtre gant lezen 1829. « Ne ouier ket » emean : ne lare ken.
E tu-hont da ze, hanter varo e oa al lezen e kement ha ma zell ouz ar prozisiono, hanter varo evel eur c’hlaouen-dan dindan al ludu. Ret ê d’an Otro Asquith bean bet sot-naï, evel ma lavar d’ean e genvroïz, evit bean bet klasket lakat ar c’hlaouen da hadkrigi : ’n eur zispakan al ludu, an neus bet poac’het e viz. Ha vit ober petra ? evit lakat da vont kwit ar pezig a vue a oa er c’hlaouennig. Ya, n’ê ket kousket, mes maro mik, e seblant bean breman an artikl a difenn ar prozisiono. Setu perak n’an neus ket sonjet an Otro Redmond e oa lec’h da c’houlen eul lezen neve evit hen mougan.
Hag ar pez an neus goulet, daoust ha roet e vo d’ean ? Daoust ha digemeret mat e vo e lezen gant an diou C’hambr ? Sur mat, a c’heller laret. Eman an opinion a du gantan, evel m’hen gweler er gazetenno, betek er re, evel ar Standard, an Daily Chronicle, an Daily News, a skriv enne protestanted aheurtet[1]. Ar c’hloer anglikan hen e-unan
a c’houl kement-se. C’hwel aman ar pez a skriv
- ↑ Sellet, diwar benn kement-man, niverenno ar 14et a Wengolo.