Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —

briolez hag he leanezed, stoket gant gras an Otro Doue, nemet en em lakat, adalek miz here, e skol eur beleg katolik, a roas d’ê arc’heskob Westminster. Ne chomjont ket pell hep reizan o c’hredenno ha, ’benn miz genver 1909, e larjont kenavo d’an anglikaned evit en em lakat en renk ar gatoliked : an Otro Bourne hen e-unan ac’h eas da glevet ha da zigemer o dinac’h.

Vad a ra d’hon c’halon gwelet ec’h eo êt ar fe gatolik en Bro Zôz war grenvaat aboe ar C’hendalc’h hag ec’h eo gwellaet ive stad ar re he heuilh.


§ VI. — PETRA A DALVEO C’HOAZ AR C’HENDALC’H EUKARISTIK DA GATOLIKED BRO-ZÔZ.


Ha n’ê ket difennet d’imp goulen c’hoaz digant an amzer da zont peadra d’hon laouenaat, ’n eur zellet ouz ar pez eman breman hon breudeur a Vro-Zôz o klask ober hag a refont kazi zur : eus eun tu, terri, ’n eur ober eul lezen neve, an daou pe dri artikl eus Akt emansiper 1829 a grenn o liberte d’ar gatoliked hag o lak dindan o c’henvroïz ; eus an tu all, lemel eus al le a ra ar roue de e zakridigez ar c’homzo a zo dismegansus evit Sakramant an Oter.

Al labour-ze an neus kroget ennan an Otro William Redmond, depute, steuet m’an neus eur bill neve evit lakat ar gatoliked da vean disi dirak al lezen koulz hag ar vroïz all. Goulen a ra : 1° ma vo roet ôtre d’ar Jezuited ha d’ar venec’h all da vevan en Brô-Zôz (gwir ê ne larer netra d’ê eur pennad amzer zo, evite d’ober o chomaj er vro ; mes gwell e vefe lemel da vat eus a-us d’o fenn ar c’hleze noaz a dalc’h e-pign eun neudennig hepken) ; — 2° ma vo gouest ar gatoliked, koulz hag