Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —



§ III. — AN O. ASQUITH GWALLGASET GANT AR GATOLIKED : PAKET GANTE EN EUR VOTADEG, PAKET GANTE EN EUR STOURM SAVET DIWARBENN LEZEN AR SKOLIO.


N’ê ket ken ponner baz ar gatoliked : o vean ma santont eman ar gwir ha war eun dro an opinion a du gante, ne lakont ket breman da strinkan a bep tu ar gwad fall a reont. Mes gortozet ar ministr eur pennadig : diski a rei hep dale war e goust n’ê ket diriskl gailhan ar gatoliked en Bro-Zôz.

En Kambr ar C’hommuno e koueo warnan an tôl kentan. An otro Biler Belloc, unan eus an dud gwellan teodet eus ar Parlamant hag eur c’hatolik eus an dibab, a zisklêrias d’ar C’hentan, prest goude ar C’hendalc’h, dirak an oll gannaded, e oa bet dismeganset re vil ar gatoliked gant ar gouarnamant e-kerz ar C’hendalc’h Eukaristik, evit ma talc’hje d’hen harpan, evel m’hen doa grêt betegen.

Hag, evit gwir, Iverzoniz, da laret ê al loden vrasan eus ar gatoliked, a vote a du gant ar minister dre ma oa liberal ha ma lake en e brogramm evit o enezen ar Home rule (lennet roul) ; da laret ê an droat d’en em c’houarn hi hec’h-unan, gant he lezenno.

Mes daoust pegement e plij d’ê al liberte, e plij d’ê c’hoaz muioc’h o fe gatolik : setu perak, adalek breman, e troont kein d’ar gosteen whig pe liberal, hini ar minister, hag e roont skoazel d’ar gosteen tory pe gonservatour. Setu perak, eur pemzek de bennak goude ar c’hendalc’h, e welomp 3.000 Iverzoniad eus Newcastle (lennet Niou…) o rei o mouezio, en eur votadeg, d’ar c’honservatour a oa war ar renk : kaer o devoa bet meur ar brotestant