uhel evit gwaskan, dre blijadur ha dre valis, unan bennak eus sujidi o Roue.
Aon nevoa zoken ar C’hentan da zisplijout da gatoliked ar Rouantelez, penegwir ec’h ê dre zindan hag evel e kuz e felle d’ean digas an Arc’heskob da chanj, eus e benn e-unan, doare ar prozision. Ha neuze, teulet ho peus ple, m’oarvat, lenner ker, ouz an doare dereat ha seven ma komz outan dalc’hmat en e lizero : mat e vefe da Glémenceau ha d’e gonsorted monet d’ar skol gant an Otro Asquith evit diski bevan. Kement a fê o deus ouz an Iliz katolik, ma fellfe d’ê en em gomporti e pep tra evel pa ne vefe eskob ebet en Frans. Ne reont van ebet ouz an eskibien nemet pa digoue d’ar re-man, ’n eur ober o dever, sevel o mouez evit hopal « d’al laer ! » war ar re a laer d’an Iliz he mado hag a glask ive laerez ineo he bugale. Neuze e tigasont anê dirag o lezio-barn (ha pesort lezio barn a wejo !) da c’hortoz o stlejal d’ar prizon.
Evit netra ne blegfe eur Zôz a zoare, evel an Otro Asquith, da rei tu d’ar sort gwaskerien ’n eur waskan a ratoz kaer an Iliz katolik, — war digare harpan an emgleo a stag a neve so Bro-C’hall ouz Bro-Zôz.
Ar pez an eus-an kollet ec’h ê, evel ma lavare bremazonn hon c’hazeten, e volante re lôsk, e wanidigez.
D’ean ê ar gwasan. Rak a boan ma neus grêt e dôl kaer (pe gentoc’h e dôl vil) ma koue koat warnan eus an daou du.
Ha baz ar brotestanted n’ê ket eus ar re skanvan ; gwelet hon deus-hi en dorn an Daily-Telegraf : eun horz kentoc’h. Pladet he deus an ôtro ar C’hentan.