Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

nemet plegan d’an neb a zav e vouez : kollet gantan e nerz, an neus krenet dirak eun nebeudig a dud diboell. Souezet hag evel batorlet ec’h ê bet Londrez dec’h d’ar beure ; kaeroc’h so : chifet ê bet, pa he deus bet gouveet an noa en em laket ar Gouarnamant, d’an heur divezan, d’ober c’hontrel ouz Arc’heskob Westminster, ha da waskan warnan herda m’halle, evit ma vije chanjet doareo ar prozision. Bet zo, gwir ê, eur prozision, mes n’ê ket hini kaer ar Zakramant Santel, an hini a oa en gortoz pell e oa katoliked ar vro man, ha stad enne, d’ober war an ton bras evit klozan o c’hendalc’h Eukaristik. N’hon deus nemet da veuli penno kentan an Iliz katolik dre m’o deus gouveet, hep koll o fenn nag hen izelaat, gouzanv an displijadur c’houero spontus hag an dismegans iskiz a zo bet grêt d’eze, ha dre m’o deus dalc’het sioul ha sentus ar gristenien a gerz war o lerc’h gant kement a doujans. Mes ar Gouarnamant, na ver ket evit kompren pegen dinerz ha pegen sot ec’h ê bet. Pez na ver ket dreist oll evit pardoni d’ean ec’h ê bean roet da gentan e ôtre ha bean deut goude d’hen tennan, eun nebeud heurio rôk ar c’houlz merket evit ar prozision.

Ya, roet an nevoa e ôtre da gentan. Eun dra anat eo evit neb a lenno al lizero ofisiel a lakomp aman dirak daoulagad an oll[1], an nevoa roet ar C’homiser Polis d’an Archeskob d’intent ne oa netra, eus e beurz, hag a c’hallje harz ar prozision d’ober e dro gant ar Zakramant. Ne oa ket an disteran arvar (doute) evitan e vije deut a-benn da delc’hen dre-oll an urz vat. Ha ne ver ket evit kridi an nije en em glevet ar c’homiser gant an Otro

Bourne hep bean goulennet ali Sekretour ar Gêr, an

  1. Lennet hon deus uheloc’h ar pep pouezusan aneze.