Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

heur da vihanan arôk, e kichen er gatedral evit kemer hon renk. Diou heur hanter hepken ec’h ê pa gemeran gant ma c’henvreudeur hent Westminster, Ha mad ê d’imp bean en koulz : war droad e vo ret d’imp mont, rak an oll weturio a zo leun kouch. Ha ni eta en em zilan e touez ar mor a dud a gerz eveldomp trezek ar gatedral. Ezom ebet, emichans, da laret ec’h omp dispartiet abret an eil diouz egile. Unan eus ma c’henvreudeur, memes tra, a dalc’han tost d’ean, hag hon daou, an Otro Kergus ha me, a heuilhomp an engroez gwellikan ma c’hellomp, gwej dre eun tu, gwej dre eun tu all eus ar ru, evit tremen rôk strollado a gavomp divalo o c’herzed ha dre-ze gonit eun tammig amzer. Mes n’hallomp ken ober kement all adalek m’hon deus tremenet palez ar Parlamant : ar c’hreiz eus an hent a zo ken karget hag an daou du. Hag an oll ac’h a trezek ar memes lec’h. Mar zo unan bennak hag a stourm ouz red an engroez, ec’h ê marc’hadourien, gante rozenno paper gwenn ha melen da werzan, pe c’hoaz poltrejo ar Pab war baper sei : daou wenneg pep tra. Meur a dremener a bren digante o marc’hadourez, epad ma talc’homp ni da vont gant hon hent.

Hedet hon deus ru Victoria hag arru omp a gever gant ar gatedral. Penôs en em dibab breman ? Aon bras hon deus n’hallfemp ket mont d’he c’hê, mes setu ar renkenno o tigeri diragomp : trawalc’h ê d’imp dougen ar zoudanen evit kaout frankiz da dremen. Ar boliserien i o-unan na glaskont ket hon diarbenn.


§ XXVII. — EVIT DIGERI HENT D’AR PROZISION : 50.000 KATOLIK, 3.000 POLISER


Mat, eta, eo ar bed ganimp betegen. Mes pan omp arru ouz ar gatedral ; n’ouzomp ken pelec’h