Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —

Fians am eus, breman pan ouzoc’h penôs eman kont, e kavfet mat ar pez am eus grêt (Stakadeg). Evit bean just, e larin c’hoaz e zo bet roet assurans d’in gant ar Polis ne c’hoarveo dizurz na droug ebet epad hon c’herzadeg (Strakadeg). Hag ahendall, n’hallen ket ankouât se, n’am eus nemet d’en em veuli eus penno bras ar Polis : kavet am eus enne dalc’hmat respet ha c’hoant d’ober plijadur. C’hoaz eun dra : hini bet eus an dud a zo o chom er ruio a dle ar prozision tremen dre-z-e, nan eus, e doare ebet, savet e vouez eneb da ze.

Ha breman, ma daou c’hir divezan. C’hoant am eus e rofe hon fopl testenio a enor hag a garante d’an hini a dalc’h aman lec’h an Tad santel ar Pab, ha d’an Otrone ’n Eskibien o deus teurveet dont davedomp. C’hoant am eus dreist-oll e lakfe kement hini a zo aman tommder awalc’h en e galon ha bue awalc’h en e gan, evit ma teuio, n’ê ket hepken ar gatedral, mes ive karter Westminster a-bez, da vean eur gwir dempl, gwestlet d’ar Zakramant binniget (Strakadeg ha huch).

Setu achu an diskleriadur an nevoa an Otro Bourne d’ober d’an dud a oa bodet en Albert-Hall. N’eus ket ezom da laret e skoas don er c’halono. Koulskoude, pa welas sklêr an oll e oa chomet sonn e benn dirak ar C’hentan Ministr hag an nevoa laket ar bec’h da gouean warnan, e chomjont habask ha sioul hag e c’hallas an Otro ’r c’hardinal Mercier, arc’heskob Malines, goulen digante hag-en e kavent mat ar mennoz-man : « An naontekvet kendalc’h Eukaristek savet etre katoliked ar bed oll, a c’houl digant kement hini a gemer lod ennan, ma labouro gant e oll nerz evit kriski an devosion e kenver ar zakramant adorabl eus an Oter, herve spered ha kelennadurez an Iliz katolik. »