Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

bann e ran ze diwar ho koulen. C’hwi dle anzav am laket war glaou ru tan.

Vit ar beure, eme an Arc’heskob, am eus resevet ar respont-man.

Arc’heskob Westminster.

Resevet ho telegram dec’h d’an noz re divezat evit respont.

Penegwir fell d’ho kras ober diouz hon mennoz, am eus eta laret d’ac’h a beurz Gouarnamant E Vajeste, e vefe gwelloc’h evit an urz vat ha dereatoc’h dilezel al lid a zo meneg anean, dre ma lerer ec’h a enep d’al lezen. (Mez, mez !) Glac’haret on dre ma n’ê ket hep eun nec’hamant bras e renket hen dilezel.

Asquith.

’N eur glevet lenn respont ar C’hentan, e sav er c’halono hag en em diskoe e pep sort doare eur vuanegez eus an têran. Neuze e lavar E C’hras (an hano-ze a roer aman, dre respet, d’an eskibien) : « D’am zro, emean, am eus kaset ar respont-man :

« Digemeret ho telegram. Pez a lidus a dlee bean er prozision a vo lemet dioutan, dre respet evit ho mennoz a Vinistr Kentan.

Kardinaled hag eskibien gerzo gant o gwiskamant a enor, bep hini diouz e renk. En gortoz ma rei Gouarnamant diouz ma vo diriskl ha dereat ar c’herzed evit hon hosted meurbet enoret. Ret d’in, emichans, displegan sklêr dirak an oll perak eo chanjet an treo. »

(Teulomp ple, ’n eur dremen, d’an abeg a ra d’an Otro Bourne souzan : n’ê ket mennoz an Otro Asquith, eur mennoz a guzuilh, mes mennoz ar C’hentan Ministr, eur mennoz a c’hourc’hemen.