Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

Ha kenkent eun drouz spontus da zevel, eun drouz grêt ’n eur huchal, ’n eûr c’hwitellat, ’n eur hopal a bouez penn : « Mez ! Mez ! haro ! haro ! ». Kaer ’n eus an Otro Bourne, gant e zaouarn, gwignal d’an dud tevel, ne deu ket a benn eus e dôl : kement a zroug a zo êt er c’halono, m’eo hanval ar zal ouz eur forn c’horet.

N’ê ket eta en eun tôl e vo distanet. Mes, a dammigo, dre ma weler an Otro Bourne o chom ’habask hen e unan hag o pidi ar re all da vougan o buanegez, e tousa an dourni hag en em lak adarre an arc’heskob da gomz.

« Me ho ped, emean, da chilaou penn da benn, ha hep am zroc’han, ar pez am eus da zisklêrian. « Chilaouomp, chilaouomp ! »

En e lizer, an Otro ’r c’hentan a lare d’in lezel a goste ar prozision. Respont a ris d’ean dioustu ne c’hallen dizober netra… « Chilaouomp, chilaouomp ! » ha goude an oll en o zav, ’n eur dripal ha ’n eur drouzan gant treid ha gant daouarn. En hano Doue, bezet sioul beteg ar fin « Chilaouomp, chilaouomp ! » Peuc’h ! Respont a ris ne c’hallen dizober netra diwar eur gourc’hemen grêt d’in, evel en kuz (Huch ha strakadeg). An Otro Asquith a respontas d’in ne zelle e gemen nemedomp hon daou ha ne dlee ket bean embannet. (Oh ! Oh !) Delc’hen a ris warnan ’n eur rei da c’hoût d’ean e oa ret d’ean, mar boa ezom, en gwirione, da chanj eun dra bennak d’an heur divezan, ya, e oa ret mat d’ean kemer warnan d’ober e c’houlen en hano ar gouarnamant. (Huch ha strakadeg). Setu aman an telegram a gasis d’ean dec’h d’an noz :

Kentan Ministr, Port Errol, Aberdeenshire (lenn dinchair). Lennet ho kemen. En zell lemel

al lid a gavet enep lezen. gant rofed ôtre d’in d’em-

7.