Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

doare, n’houl ket c’hoaz distagan dioute. « Ma ! pluennig, keit ec’h out ec’h out : pa blij d’it kement-se bugale gatolik Londrez, skriv dioustu ’pez a zo c’hoarveet gant ar 5,000 anê o doa renket, dre ma oa re leun ar gatedral, mont d’en em dastum en Hortikultural-Hall.

Ar zal a doug an hano-ze eo an hini elec’h ma ’n em vode ar zôznekerien epad ar c’hendalc’h.

Ar vugale a oa êt di n’helljont ket kât salud ar zakramant : mes ahendall na golljont netra. Meur a eskob, o welet ne oant ket evit mont en diabarz ar gatedral, a gemeras true oute, hag ac’h eas d’o heuilh da zal an Hortikultur. An Otro kardinal Logue, hen e unan, a dlee, goude bean kelennet re ar gatedral, donet da gelen ar re-man, hag, ouz hen gortoz, e oa karget an Tad Nikolson, eur prezeger hag a oar, mar zo unan, gonid ar vugale, da rei d’ê, e-giz didu, eun tamm kelennadurez. Mes fellout a reas d’ean e vije digoret ar vodaden gant unan eus an eskibien, hag hen o pidi unan anê da laret eur gir bennak. Ne vije ket bet re bonner ar garg-se evit hini bet anê, mar vije bet da gomz en galleg pe en latin. En sôzneg, vise, e oa da gomz, ha dizanav e oa ar yez-man evite oll nemet evit unan. Ha heman, piou e oa ? An Otro Morelle e-unan, hon eskob Sant-Brieg. Laret a reas ne oa ket akwit awalc’h evit soznekaat dirak an oll. Mes, o vean ma talc’hed warnan, ne chomas ket pelloc’h da glask digareo, ha dao d’ei. Petra a laras d’e dud vihan ? N’oufen ket hen skrivan aman, ha gwaz a ze. An hini eus e chilaouerien an neus kontet d’in ar pez a c’hoarveas en Hortikultural-Hall ar zadorn d’abarde, n’hellas ket hen kompren, dre ne oar gir zôzneg ebet. Mes a gement-man ec’h omp sur : ar vugale a c’hoarzas leun o c’hov, ’pez a ziskoe ec’h