Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

d’an troat. N’ê ket avat hep bean saluded gant o hourrahio ha gant o c’halapousenno.

Ar pez a lak ar muian a stad ennomp, eo eur strollad plac’higo a zo pignet war lein eun omnibus hag ac’h a eun tammig en hon rôk. O vean m’he deus o gwetur ar memes herr hag hon hini, e heuilhomp anê betek Charing-Cros, epad eur c’hart-leo d’an nebeutan. Ac’hanta ! e keit-se n’o deus ket paouzet da hinjal o mouchouero evit hon bonjouri : ·petra hon dije grêt ni hon-unan nemet respont d’ê gant hon re ? Hen ober a reomp gant kalon, daoust petra a c’hallje an dremenerien kaout da laret diwar-ze. Biskoaz kemend-all n’o devoa gwelet : mes biskoaz n’o devoa gwelet soudanenno en o ruio, na gwelet kement a gatoliked eus an oll vroio, c’hoant d’ê d’en em anaveout ha d’anzav dirak an oll en em garont evel breudeur.

Oh ! n’int ket feuket o welet kement-se : a-bell ac’hane. ’N eur vouzc’hoarzin e sellont ouzimp. Kentoc’h ê dougen anvi d’imp a reont, ha seblantout a reont laret an eil d’egile ar pez a lare ar baianed pe ar Judevien ’n eur welet ar gristenien gentan : « Sellet pegement en em garont. »


§ XXII. — EUR RUMM BUGALE-ALL E SAL AN HORTICULTUR. — ESKOB SANT-BRIEG HAG AR C’HARDINAL LOGUE O KOMZ OUTE.


E-kichen Charing-Cross eta e fell d’imp laret kenavo d’ar re divezan eus ar vugale an neus grêt d’imp kement a vad o gwelet en ruio Londrez vit an abarde. C’hoaz e zo stad ennon o sonjal enne hag o skrivan ar pez ho peus lennet aman diwar o fenn. Ma fluen, hi he unan, goude koulskoude m’he deus grêt kalz a hent evit kontan o