Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/147

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

ligo, gant petra e vagont hoc’h ine : gant ar gwir fe, ar fe gatolik, ar fe a vagas ive ine hon zado. Oh ya ! Fe zantel, chomet dalc’hmat birvidik en hon c’halono : ra vefomp fidel d’ac’h betek hon maro. »

C’hwel aze eun dremskeud eus ar gôzeaden a reas an otro ’n arc’heskob Armagh dirakan 10.000 bugel a oa bodet endro d’ean en iliz-veur Westminster.

Dioustu m’eo diskennet eus ar gador, e teu ar C’hardinal kannadour en Iliz hag ac’h a trezek an ôter-vras ; en e rôk eskibien hag abaded evel ar gwejo-all. Ha kenkent ar vugale da ganan O Salutaris hostia. Rak salud ar Zakramant a zo da vean. Prest goude e weler ar penno bihan o plegan, epad ma ra an Otro Vanutelli sin ar groaz warne gant an hosti zakr. Daoust petra a dremenas neuze dre o spered ? Da c’hoût ê. Mes, sur a-walc’h, e rojont oll o c’halonigo da Jezuz ’n eur ober akto birvidik a fe hag a garante, akto hag en em gavfont gwell anê epad o bue.

Goude ar zalud e plegont adarre o fenno hag o glin evit digemer bennoz an otro kannadour, epad ma tremen en o zouez ’n eur zellet en daou du d’ean evit tapout pep tal, mar gall, gant e zaoulagad karget a zouster, ha ’n eur zevel warne, evit o binnigan, eun dorn ken skanv ha ken gwenn ma seblant komz oute.


§ XXI. — AR VUGALE O TISTREI EUS AN ILIZ-VEUR HAG O SALUDI AC’HANOMP


Pemp heur hanter ê pe dost, ’benn ma teu ar vugale e-mêz eus an iliz-veur. Evit o gwelet êzetoc’h (rak distro ec’h omp eus Park al loened