Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —

c’honfort evit ho polante, kaout sonj ho po bet kemeret peurz er c’hendalc’h kaer-man.

Teulet ple, oanedigo, da chilaou dalc’hmat evelse mouez Jezus, ho pastor mat, ha da heuilh dalc’hmat an hent a diskoeo d’ac’h. Mouez e Iliz ive a chilaoufet, da laret ê mouez an Tad Santel ar Pab, mouez hoc’h Arc’heskob ha mouez ho peleien, a zo karget ganti da gomz ouzoc’h en he hano : rak pep-hini anê a zo eun tad evidoc’h, pep-hini anê, kemeret gantan skwer diwar Jezus, ho kar a greiz e galon hag a gemer poan evit mirout hoc’h ineo ouz pep droug.

Ya, kemer a reont poan ganac’h, ha da stourm start o deus enep d’eur rum tad a zo hag a glask lemel diganac’h ar fe gristen. Laket o deus en o fenn, an dud-se, ho sachan en o skolio digristen ha diski d’ac’h eur furnez ha na vo ket harpet war ar relijion. Ze koulskoude a zo dreist d’o galloud. N’ê ket int, onn vat, a glasko laket da vont endro eun « automobil » hep eoul na tredan. Perak dont neuze da glask diski ar furnez hep kalon ar furnez, hep Jezus-Krist ?

Mes, trugare d’arc’heskob mat Westminster, n’ê ket kentelio ar sort-se a glevet en ho skolio. Dalc’het da heuilh an alio mat a ve roet d’ac’h enne, hag e vefet gwir vugale gristen, bugale a blijo da Jezus, evel ma plije d’ean re ar Jude, abalamour d’o c’halon c’hlan, d’o spered eün ha d’o bue divlamm. Senti eta ho peus d’ober, ha n’ê ket hepken ouz ho mestro hag ho mestrezed skol, mes ive, mes muioc’h c’hoaz ouz ho tud, o deus roet d’ac’h hag a dalc’h ennoc’h bue ar c’horv, ouz ho peleien, ouz hoc’h arc’heskob hag ouz an Tad santel ar Pab, o deus roet d’ac’h hag a dalc’h ennoc’h bue an ine. Ha gouzout a ret, ma buga-