Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —

Ha setu breman an dremmo-ze, henvel ouz bleuenno hag a dro trezek an heol, o trei war eun dro trezek ar c’hardinal Logue, arc’heskob uhelan Iverzon, epad ma tremen en o c’hreiz evit mont d’ar gador-brezeg. Kaeraat a ra c’hoaz gantan ar vozaiken, dre ma lugern plego e vantel zei ru dindan sklerijen ar goloio ha ma tistolont d’o zro, ruet gante, ar sklerijen-ze war ar gouelio gwenn, war ar bannielo, war dalio seder ar vugale, war gorven denval al leanezed ha war an iskili gwenn-sign a c’holo d’ê o fenn.

Ne ver ket souezet o klevet ar c’homzo-man o kouean da gentan eus ar gador-brezeg : « Lezet ar vugaligo da zont davedon. » Penôs e tigoueas d’hon Zalver Jezus laret anê d’e ebestel ha penôs c’hoaz hirie e hadlar an Iliz anê d’an dud vras, e pep mare, setu ’pez a zispleg ar c’hardinal Logue d’e vugaligo. « Hirie, emean, evit ho kervel davedan, e kemer Jezus mouez hoc’h arc’heskob karet, an otro Bourne, ha mouez an hini a zo deut da Londrez ’vit an deio a-beurz penn-rener e Iliz, mouez an Otro ar c’hardinal Vannutelli : evel o mestr divin e karont ac’hanoc’h-c’hwi, an oanedigo, muioc’h evit ar peurrest eus bagad an denved katolik, hag eveltan o deus c’hoant d’ho pinnigan.

Mes kaeroc’h so : Jezus e-unan, c’hoant gantan, e-kerz ar gouelio kaer-man, da gaout digant ar re vihan evel digant ar re vras, eun desteni a fe hag a garante, ha c’hoant gantan ive da rei o lod d’ê eus ar graso a fell d’ean skuilh war Vro-Zôz, an neus hen e-unan, eus an Tabernakl a zo aze en chapel ar Zakramant, pedet anoc’h da zont d’hen gwelet ha da glask e vennoz. Chilaouet ho peus e c’halvaden, ma bugaligo, ha mad ho peus grêt. Divezatoc’h e vo eun dudi evit ho kalon hag eur