Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/136

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

ret, mar gouzoc’h pesort mennoz an nevoa Jezuz pa reas an donezon burzudus eus e gorv, eus e wad hag eus e zouelez. Ne venne nemet eun dra : ober vad d’hon ineo ouz en em zakrifian war an ôter evit hon zilvidigez, ouz en em rei d’imp e-giz magadurez, ha ’n eur ober e chomaj en hon zouez evel eur mignon. Pez hon deus d’ober eta evit respont d’e vennoz madelezus, ec’h ê tostaat alies ouz an ôter, da vihanan a spered, evid heuilh an oferen, tostaat alies ouz an dôl-zakr, da vihanan a spered, evit komunian, ha mont alies, da vihanan a spered, en e dier, da laret ê, en e ilizo.

Setu aze, otrone meurbet uhel, setu aze, ma breudeur, peadra d’ober eur mennoz evit hon bolante vat, ha ne gavan ket e vefe dereatoc’h hini da lakat diraki ’n eur achui ar c’hendalc’h-man.

Ne laran ket avat e vefe a-walc’h d’imp yennan start en hon c’hreiz ar volante da vean devot da Zakramant an Oter. N’heller ket karout Jezus hep karout Mari, penegwir eo d’ei e tleomp Jezus, koulz Jezus an Doue-Hosti, ha Jezus an Doue-Den. An eil devosion ac’h a dalc’hmat da heuilh eben. En Lourd, evel m’ouzoc’h, e plij d’an Itron Varia ober burzudo eus ar brasan pa dremen ar Zakramant e kichen he felerined klanv. Arabad ê d’imp ive ankouaat, er c’hendalc’h-man savet en enor da Jezus-Hosti, e vamm zantel ar Werc’hez Glorius Vari. Pedomp anei a greiz kalon ha pedomp anei, evel en Lourd, dindan an hano a Gonsepsion Dinam. Rak ec’h omp aman en Bro-Zôz, ha, mar he deus bet kemeret ar Werc’hez en Lourd evit ar wej kentan, an hano enorus-se, menec’h, beleien ha kristenien Bro-Zôz, ar c’hentan eus ar gatoliked, o devoa roet anean d’ei pell e oa arôk, d’an amzer ma hanved o bro Enezen ar Zent (Strakadeg).