Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

kement a zispign, kemeret kement a boan ha laket kement a ijin evit sevel an ilizo-ze, mar ne vije ket bet c’hoant da waskedi gante eun ôter hag eun tabernakl. Setu lemet an ôter eus unan bennak anê ha, ’lec’h mac’h ê chomet, n’ê ket ar gwir zakrifis a ginnnig warnan ar veleien brotestant. Digas sonj eus pasion ha maro hon Zalver, ne vennont ober netra ken, int o-unan hen lavar. Hag an tabernakl ? Kaset e mêz kazi dre-oll. Ar brotestanted liderien (re an Iliz Uhel) a glask a neve hadsevel anean war an ôter. Mes kaer o deus ober, kaer o deus lakat en o zabernakl eun hosti, an hosti-ze, dre ma n’ê ket bet laret warnan ar c’homzo zakr gant gwir veleien, gant beleien hag ac’h a o ligne, dre an eskibien, betek an ebestel, an hosti-ze n’ê ket kensakret, n’eman ket Jezuz ennan : chom a ra goullou an Tabernakl. Pa zeller ouz ilizo ken kaer, e teu sonj d’an nen eus korvo kaer ac’h ê nijet dioute an ine, pe eus be goullou hon Zalver, pa ouele warnan ar Vadelen. Liou ar glac’har a zo warne oll hag evel glac’har ive a zao ’n hon c’halon o sonjal er gristenien ac’h a da bidi enne.

Mar hon deus true ouz ineo protestanted Bro-Zôz, n’ankouaomp ket e vijemp bet kement da glemm hag int, panevet an neus teurveet Doue miret en hon ilizo-ni Sakramant an oter. Ma n’an dije sellet nemet ouz hon delido, an nije lezet da gouean war hon ineo ar walen a dienez a zo koueet war re hon breudeur dianket : rak kant kwej hon deus meritet ma vije lemet diganimp Jezus-Hosti.

Mes bet an eus Doue evidomp eur vadelez dreist muzul.

D’imp breman, mar n’omp ket dinatur, da vean anaoudek en e genver. Mes penôs ? Hen gouzout a