Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

er pez a reomp breman hag er pez a refomp an deio-man en enor d’ar Zakramant santel ? E galon-hen a drid ive, dreist-oll pa zonj (eun neventi evidomp) e zo arru eus ar Frans eur vagoniad bleuio evit lakat kempen ha mistr ar ruio a dle bean kemeret disul gant ar prozision. « Ar bleuio-ze, emean, a zo e pep-hini anê eun desteni a fe hag a garante. » Ma vije êt an otro ’n Archeskob bete penn e sonj, en nije laret a dra-zur : « Red ê bean euz ar Frans, red ê kât evel ar Fransizien, eur galon dener hag eur spered ijinus evit ober kement-se. » Rak an otro Bruchesi, evel eur gwir Ganadian, a vag en e greiz eur garante virvidik evit bro goz e dado. Goude oll, n’en dije laret nemet ar wirione.

Mes piou eo ar Fransizien o deus laket en o fenn en em glevet evit kas ar bleuio-ze da Londrez ha heuilh evelse eus a bell hon frozision ? N’hen gouveomp ket breman, mes kelo a deuio d’imp eus ar Frans e tleer tamall ze d’eun toullad katoliked eus Pariz hag eus an Anjou. Meulodi d’ê evit ar merk o deus roet eus o devosion en kenver Sakramant an Oter, ha trugare d’ê evit ar blijadur hag ar vad o deus grêt d’ar Fransizien a oa êt da Londrez evit ar c’hendalc’h. Trugare ive d’an otro ’n Arc’heskob Montreal da vean digemeret d’imp eur c’helo ken mat en Albert Hall.

Oh ! n’eus ket gortozet ma dorn deo ma kemerje ar bluen evit diskoe d’ean ma anaoudegez vat. Mar oa unan hag a skoe tomm war e vreur an noz-se evit ober cher d’an otro Bruchesi, e oa zur ma dorn deo.


§ XIII. — EIL LODEN : TRO AL LIKED DA GOMZ. — BEVET AR PAB ! — AR C’HANNADOUR O TRUGAREKAAT


Gant e brezegen ec’h achu al loden gentan eus hon bodaden. « Breman, eme ar rener, e fell d’imp