Ouspenn mac’h eo an Eukarist eur zakramant, ec’h eo ive eur zakrifis : ’n eur gensakri ar bara hag ar gwin war an ôter, e ra ar beleg pez a reas Jezus-Krist war ar groaz ’n eur zispartian e ine diouz e gorv, da laret ê, ’n eur rei e vue da Zoue e Dad evit silvidigez ar bed, — nemet n’eus ket a wad skuilhet war an ôter. Gwelet dre ze pegen talvoudus ê an oferen : meuli Doue, hen trugarekât, hen dic’haoui evit an dismeganso a ra d’ean ar pec’hed ; ha goulen digantan e zikour, setu ar pez a ra ar beleg katolik ’n eur ofernian. Netra eta a welloc’h evit gloar Doue ha mad an ineo eget lakat da griski devosion an oferen.
Ar re o deus sikouret sevel ar c’hendalc’h-man na glaskont nemet se ; bennoz Doue d’ê ! Bennoz Doue ive d’ar re eman en o c’harg gouarn rouantelez Bro-Zôz ha kêr Londrez, dre ma roont frankiz ha skoa zoken d’ar gatoliked, kenkoulz ha d’ar Zôzon-all, ’n eur lezel ha ’n eur zikour ’nê da diskoe dirak an oll ar pez ec’h int. Ha ne vefont nemet gwell a ze int o-unan ; seul donoc’h e vo e kalon 6 milion a Zôzon katolik o c’harante ouz eur zakramant a azeulont ennan o Doue, seul startoc’h e vo al liammo a stag anê ouz an dud a zo en karg.
Setu berr ha berr ar pez a lavar an Tad Santel ar Pab el lizer a lenner en e hano eus ar gador-brezeg.
Pan eo diskennet al lenner eus ar gador, e pign enni an Otro kannadour hen e-unan. Eur c’haer a den, sec’h ha sonn en e zav, daoulagad lemm hag eun