ment a vad a ra ze d’ar galon ma sav an dour d’an daoulagad.
Pa ver arru ouz an ôter vras ec’h a an ôtro ar c’hannadour d’azean war an tron a zo bet savet evitan en tu kle d’ar c’heur, hag ar gardinaled-all war eun tron hir a-dal d’ean, epad ma en em denn an eskibien en daou du evit kemer kadorio. Dre-oll ’us d’ê goloio elektrik a skuilh warne eur sklerijen kazi ken skedus ha hini an heol ; war an douar ne gredan ket e c’hellfed gwelet kaeroc’h tra.
Neuze e sav sekretour ar c’hannadour er gador-brezeg hag e lenn al lizer an neus skrivet ar Pab Pi X evit rei ôtre d’an otro Vannutelli da zelc’hen e blas e gouelio Londrez. Eul lizer latin ec’h ê ha dre-ze e c’hellan heuilh al lenner ha gouzout e fell dreist-oll d’an Tad Santel trugarekât kement-hini an neus roet dorn evit danzen ar c’hendalc’h : an otro Doue da gentan ; en e c’houde pobl Bro-Zôz hag ar re a ren anean ’n eul lezel gantan ar gwir frankiz, ha dreist-oll ar Zozôn gatotik, o eskibien hag o arc’heskob.
« Nag a stad a lakont ennon, emean, ’n eur ober kement enor da Zakramant an Oter ! Kement-se a ziskoe o deus eur spered kristen, ha, dreist-oll eur spered katolik. Rak etouez ar zakramancho heman eo ar zantelan, o vean mac’h ê, n’ê ket hepken eur ganol a zigas d’imp graso an Otro Doue, mes mammen an oll c’hraso. Petra eo an hosti sakr, nemet hon Zalver e-unan ? Etouez ar gristenien, n’eus nemet ar gatoliked roman a gredfe ze. Setu perak, ’n eur enori zakramant an Eukarist, en em anzaver evel bugel d’an Iliz katolik.