Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/9

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
CHANSONS BRETONNES.


Ar c’har nessan da doul an ôr
C’h ê car ma dous, Mari ’r Priôl.

I


Mari, ma dous, ma dous Mari,
Péc’het ’c’h eus abalamour d’in,

Péc’het ’c’h ens abalamour d’in :
M’ampich a ret da vêlégin.

— Iannic, ma dous, Iannic Herri,
C’hui ’c’h eus ivé ’ba1amour d’in,

C’hui ’c’h eus ivé ’balamour d’in :
M’ampich a ret da fortunin.

— Mari ’r Priôl, d’in ho léret,
Me hoc’h eureujo, pa garfet ;

Me ’m eus seiz batimant carget,
Ha prest da gargan an eizvet,

’Wit mont d’ar Spagn da wid madô.
P’in arri ’r gêr, m’hoc’h eureujo.

II


Iannic Herri a lavarè
D’he vamm er gêr pa arriè :

— Tôlet ma levrio ’bars an tan,
Pe reit anhê d’am breur bihan.

Mar deu Mari en dro d’ho ti,
M’ho ped, grêt état anezhi ;

M’ho ped, grêt état anezhi.
Ha laret ho merc’h-caer outhi.