Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
CHANSONS BRETONNES.

Eur mouchouër ’n he zorn ganthan,
Oc’h ober zîn mont da wit-han.

Na, mestr al lestr, ma permétet,
Nin ’c’h ei gant ar vag d’he gerc’hed.

III


Mab ar Gernewè a larè
Da vestr al lestr, p’hen zaludè :

— Mestr al lestr, d’in-me lavaret,
A bé-seurt douar é teuet ?

A bé-seurt douar é teuet ?
Pé-seurt béaj a brétantet?

— A Douar Sant-Iann é teuomp,
Douar-Newè a brétantomp.

— Na deuz a Zant-Iann ma teuet,
Pétra newè hoc’h eus clewet ?

— N’am eus clewet nétra newè,
M’ê gwilloudet Mari ’r Poullé,

Bet d’hei eur mab caër ’vel an dé,
Lerer zo da vab ’r Gernewè.

— Ma c’hasset da Zant-Iann fété,
Elec’h mont da Douar-Newè,

Ha me baeo d’ac’h pemp cant scoet
’Wit ar véaj n’ho po ket grêt,

Ha war benn ma vo noz fété
Me eureujo Mari ’r Poullé.

M’hi grei perc’hen mil scoet leuvé
Hac hi na deus gwennec anhê.