Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/21

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
CHANSONS BRETONNES.

Poan awalc’h hi deus bet ganin
’Tont d’an Turki d’am ransoni.

— Elec’h câd hon bennoz hon daou
C’hui a pezo hon mallozaou,

Rac honnes zo d’hoc’h-hu kiriec,
Ma mab, ma na hoc’h ket bêlec.

VIII


Mari ’r Priôl a lavarè
Da Iannic Herri en dé sé :

— Iannic Herri, d’in-me laret,
Para deus ho tud respontet ?

Elec’h câd ho bennoz ho daou
Me am eus bet ho mallozaou.

— Malloz ar vamm, malloz an tad
N’int ket zéblant a diegez mad…

Hac hen ’c’h azéi ’n hi c’hichen,
Laked he benn war he barlenn,

Laked he benn war he barlenn.
Hac a varvjont éno zoudenn.


GWERZ SANT IGUNET


Igunet, gwir vignon Doué,
Me ’m eus c’hoant d’ho meuli fété,

Me ’m eus c’hoant d’ho meuli fété,
D’ho meuli ’n eur c’hantic newè.