Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
CHANSONS BRETONNES.


— De bonjour ha joa er gêr-man ;
Rouè ’n Turki, pélec’h e-man ?

N’oa ket he gir peurachuet,
Rouè ’n Turki ’zo c’hoarvézet ;

War benn he daoulin hi zo êt
Na da c’houll Iannic, he fried.

Rouè ’n Turki a lavarè
Na da Vari ’r Priol neuzè :

— Pénévert m’ hoc’h d’ezhan dimêt,
Me am boa renket ho caved,

Ewit ranson Iannic Herri ;
Mes breman na c’houllan hini ;

Gant ho furnez hac ho fesson
C’hui hoc’h eus paeët he ranson.

Iannic Herri a zo kerc’het
Da dont d’ar gêr gant he bried.

VII


Iannic Herri a lavarè
Ebars ’n he vro pa arriè :

— Me ia breman da gâd ma zad
Ewit goull he volontè vad.

— Ma zad, ma mamm, mar am c’héret,
Ho pennoz d’in-me a rofet.

Ho pennoz d’in-me a rofet
D’ gâd Mari ’r Priôl da bried.