Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
CHANSONS BRETONNES.

— Mar deu Mari en dro d’am zi,
Me ’distago warnhi ma c’hi,

Rac honnes a zo kiriec.
Ma mab, mar na out ket bélec.

Iannic Herri, p’hen eus clewet,
D’ar portez-arm[1] hen a zo êt,

Eur fusuill daou-denn ’n eus tapet
Hac ar chass braz hen eus lac’het.

III


Iannic Herri a lavarè,
War ar mor braz pa lavigè :

— Na ma fachic, ma faj bihan,
Te zo dilijant ha buhan,

Pign er wern-gestel huëllan
Da weled pélec’h omp aman.

Ar paj bihan a lavarè,
War bont al lestr pa diskennè :

— Tréménet ’m emp ar Spagnoled,
Mes an Turkianed n’am emp ket.

N’eo ket he c’hir peurachuet,
Iannic Herri ’zo saludet,

Iannic Herri ’zo saludet
Gant Roué an Turkianed.

— Iannic Herri, d’in ho léret,
Pélec’h ec’h ét pé ec’h hoc’h bét

  1. Dans la plupart des maisons bretonnes, au vaste manteau de la cheminée est fixée une espèce de double crémaillère où sont appendus les fusils. On l’appelle d’un mot français portez-armes, ar portez-arm.