Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —


Rêson am be, gouscoude ; ha pa ve deut er bed
Da gontempli e-unan an eol hac ar stered,
Hac oll charmou an natur, neuze ec’h anzafe
Em boa rapportet deàn conform d’ar virione.

Allas ! me a zo ive c’hoas an devalijen ;
Côf ar vam eo an douar a zo eus hon douguen.
Dre ar maro e teuimp da c’henel a neve,
Ha neuze e comprenfomp sclêroc’h comzou Doue.

Pa glêvàn tud dirêson bremàn o lavaret
Eo re gôs an Aviel evit bea credet,
Hac ec’h eller contesti traou a deu a guer pell,
Ne oun pe me dle respont, pe me a dle tevel.

An eol biscoas brillantoc’h ne voe e sclêrijen,
Gouscoude eo ar c’hossa eus ar grouadurien :
Lavaret a reot-hu eo re bell diouzoc’h
Evit gallout assuri e sclerra ac’hanoc’h ?

An Aviel zo ive sclêrijen an ene,
Doctrin an oll vertuziou, ha levr ar virione ;
An traou zo merqet ennàn, caer o deus beza cÔs,
Pa voant güechal averet, n’en dint qet bremàn fos.

C’houi hac ho tud dirazoc’h, supposomp mil bloas zo,
A bossed eur gommanant a feiz vad en ho pro ;
Hac én a ve dereat dont d’e gontesti dêc’h,
Var digare eus re bell aboe ma màn ganêc’h ?

Seul-gossoc’h eo ho toman hac ho possession,
Seul lejitimoc’h ive eo ar brescription,
Dreist oll pa oc’h eus titrou hac obtenet setanç
Var ar re o deus clasqet troubli ho jouissanç.