Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


An ene a zo ive simpl, immateriel ;
Ne deus na poez, na lec’het, na figur, nac ezel :
Immortel dre gonsecant ; rac, nemet ar c’horfou
Ne ellont bea sujet da lezen ar maro.

Ar maro, var a ouzoc’h, eo an destruction
Eus ar substanç corporel, ar separation
Eus ar memprou etrezo ; ac’hano concluet
Ne ell an ene mervel, pa ne deus mempr abet.

D’ar c’horf ec’h eller trec’hi hac eun ezel ha daou,
Hep ma ve grêt d’an ene na prejudiç, na gaou.
Ar c’horf a ziminuer, ha nonpas an ene :
Oumàn a chom ordinal en e integrite.

Mar boa an den-ze savant, habil ha disqet mad
Qent ma voe troc’het deàn eur vrec’h pe eur vorzad,
E chom gantàn, o goude, e injin, e sqient,
Hac an oll habilete en devoa diaguent.

Güelet a rêr tud infirm ha tud estropiet
O caout muioc’h a vemor, delicatoc’h speret,
Eur jujamant so1itoc’h, eur rêson muioc’h just
Eguet darn zo divac’haign, corpulant ha robust.

Pa ve ar c’horf o repos eo scànva an ene ;
Var diouesqel e zònjou a pign neuze en êe,
Pe e tisqen en ifern ; hac hep en em fixa,
Promptoc’h eguet an avel e ra tro ar bed-mâ.

Anfin, pa deu, dre gosni, an den da gaducât,
E màn amzer o furnez hac e avisou mad ;
E vemprou a zo gourdet, n’en deus pelloc’h a nerz ;
Mes e rêson zo assur, hac e ene zo serz.