Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —


Resolvet oun a vremàn, cousto din o gousto,
Da dremen en ho servich ar rest eus va deiziou.
Va zicourit, m’ho suppli, da chom bepret fidel,
Evit, en ho carantez, beva, souffr, ha mervel.

Graç demp, en heur divea, da gaout en hor c’halon,
Abeurs ar Speret-Santel, eur seurt contrition.
Goulennomp-hi a vremàn dre bedennou fervant,
Hac evit mervel ervad, bevomp santelamant.

Pedit evit an Ilis, yunit, grit œuvrou mat ;
An dorn e deus ho scòet a ell c’hoas ho cüellât.
Secrejou ar Brovidanç a zo cuzet ouzoc’h :
Pa ve brassa ar brezel, e ve tosta d’ar peoc’h.

Pa sònjàn ho cüelin c’hoas, gant joa e teu ar gliz
Da c’hlebia va daoulagad ; mes, allas ! evel piz
E red anê an daelou, pa sònjàn qimiada :
Pardonit din, va Doue, ar sempladurez-mâ.

Da soulaji eun nebeud va glac’har naturel,
Greomp, en presanç Doue, promesse mutuel
Da offr hor sacrifiçou ha bemdez orêson,
Me evidoc’h, bugale, c’houi evit ho Person.

Na eller hon separi an eil ouz eguile
Nemet evit eun amzer. En Barados Doue
Hep dale en em velfomp, ha cetu tremenet
Exil, daelou, nec’hamant, oll trubuillou ar bed.

Courach-ta, nombric bian, ho tad a blich gantàn
Rei dêc’h e rouantelez. An dud just er bed-màn
A renq beza eprouvet, evel ma renq an aour
Tremen dre dân ar fournies. Adieu, bugale baour...