Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —


Me ho car a vir galon, hac a zo glac’haret
Da veza bet eur moment memes hep ho caret.
Ho madelez infinit, va bue sacrilech,
Ho touçder ha va maliç am eston bep eil güech.

Penos e meus-me gallet hoc’h ancouât, va zad ?
Ah ! n’ho poa grét em c’hever biscoas nemet peb mat ;
Va c’hroui, va chonservi, ha digass d’am prena
Ho Mab, eus ho complesanç an objet santela.

C’houi eo an urz eternel, ar Mestr oll-buissant,
Sourcen ar berfection, ha me poultr ha neant,
A meus troublet an urz-se, manqet d’ho servichi,
Ha neglijet d’ho carout evel eun etourdi.

Pardon, va Mestr binniguet : ar vez, ar garante
Hac ar remors assambles a occup va ene.
Me voar e rit eur miracl o tont d’am acqüitta ;
Mes eur miracl evidoc’h a zo nebeut a dra.

Castiit, sqòit er bed-màn ; n’en deo qet ho tolliou,
Mes aoun d’ho coll, va Doue, a ra din sqüill daelou :
Chatimant a veritàn, a acceptan memes,
Rac ho justiç a garàn evel ho madelez.

Sònjit en ho crouadur, ha dre adoption
Unan deus ho pugale ; va c’hred, va c’hotion
Eo Jesus-Christ e-unan, ho Mab muia-caret :
N’en doc’h evit refusi netra en e reqet.

Nan, birviqen, va Doue, deus ho miscricord,
Va ene na zizesper, pa meus evit support
Jesus, va mediator : mar deo bras va fec’het,
Brassoc’h eo e veritou. Va accord a zo grêt.