Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


En meritou Jesus-Christ, lagit ho confianç ;
Gant eur gred evel ennes bezit en assuranç.
Fidel oc’h bet d’e Ilis, fidel e vo d’e dro :
Misericord a glasqit, misericord ho po.

Mes ar gontrition barfet, en defaut absolven,
Dreist peb tra zo necesser. Allas ! ha na ell den
Meritout eur seurt faveur ; mes den ne dle ive
Disfiout deus a buisssanç na madelez Doue.

En speret a binijen recevit ho clénvet,
Da expia pec’hejou ho pue tremenet.
Redoublit hoc’h esperanç, nevezait ho Fe,
Ha grit alies actou a garante Doue.

Hep gortos na ve arru hoch amzer divea,
Pa vo poent testamanti, goulennit da guenta
Sermant eus ho pugale, ma vint a re a re
Catholiqet eveldoc’h ha fidel d’ar güir Fe.

Pa deuyo déc’h anduri caouajou poan grevus,
En ho torn ar Grucifi, poqit da dreid Jesus,
Hac ho panniou unissit gant re e bassion ;
En em excitit neuze d’ar güir gontrition.

Lavarit gant confianç ha gant eur feiz parfet
Dêc’h o-unan : Va Doue, pa n’am eus eur bêleg,
Ec’h anzavàn va c’hrimou ha va direglamant :
N’am list qet da berissa var defot Sacramant.

Evel ar paralitic, d’am goalc’hi er pincin
Ne meus den ; mes, va Doue, c’houi zo eur medecin
Hep applica remejou a rent salo an oll :
Sellit ouzin a drue, ha n’am list qet da goll.